Rouantelezh krenn Henegipt pe ar Grennimpalaeriezh a zo prantad istor Egipt etre ar c'hentañ marevezh etre hag an eil marevezh etre. Ar Rouantelezh a grog tro-dro da -2033 (pa voe adunvanet Egipt gant Montouhotep II) hag a echu tro-dro da -1786.
Ur prantad berzh e voe. Ar gêr-benn a oa e Teba, kêr orin ar roueed a adunvanas Henegipt. An doue impalaeriezhel a oa neuze Montou, ar falc'hun brezelgar azeulet en Erment hag e Teba, met ivez Amon.
Ur prantad digor war-du ar Reter Krenn e oa.